Birvilh da vat endro d'ar c'hoarioł ha d'ar sportoł hengounel :

Ar berzh hag a zo evit ar c'hoarioł hag ar sportoł hengounel vez gwelet dre an niver bras a vodadegoł rannvroel en Europa abaoe 1990. Mont a ra da heul an ezhomm klask gwrizioł don, a zo gant an dud er poent-mań. E-touez ar vizoutourien o tont e Breizh da glask traoł eeun ha laouen, n'eus ket gwellań skouer eget gwelet an holl rummadoł tud o c'houren asembles, pe c'hoari paledoł pe bouloł giz ma vez c'hoariet Hurling gant an Iwerzhoniz pe pelot gant ar Baskiz.
Ar c'hoarioł hag ar sportoł hengounel o deus un dazont da gaout, ma teuomp a-benn da ginnig anezho d'ar vugale evel ur c'hoari, ur sport met ivez ul lodenn eus o sevenadur.

Un dazont da greńvaat :

An dazont, a ranko kaout da ziazez al liammoł o do ar re yaouank gant an oberanthizoł-se. Er framm-se e teu hor abadennoł da gavout o flas.
Dre anaoudegezh vat ha mestroni ar c'hoarioł-se, e kinnig deoc'h hor animatourien ur rummad abadennoł dizoleiń.
Bez e c'hellont bezań prientet asambles gant ar gelennerien.


C'hoari skipailh : SACH FUN


Petra eo ar F.A.L.S.A.B ? :

E bal kentań a zo lakaat da anevezout ha kelenn ar c'hoarioł hag ar sportoł hengounel Breizek.
Al labour-se zo bet savet evit ar rummad tud yaouank a zo o tont, da gelenn dre hanterouriezh ar gelennerien, edukatourien pe animatourien.
Ar raktres-se a laka ac'hanomp da ginnig :
- Abadennoł dizoleiń er skolioł evit ar vugale.
- Abadennoł stummań er stajoł animatourien pe gelennerien.
- Sikour evit dibab ar c'hoarioł da brenań.
- Sevel teuliadoł ha binvigi pedagogel.
- Embann levrioł pe video.


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE 
falsab.noyal@wanadoo.fr