Un dra anat en Europa :

Interest an dud evit ar sportoł hag ar c'hoarioł hengounel a zo un dra nevez hag diouzh ar c'hiz. Kalz a rannvroioł en Europa a laka c'hoarioł zo da advevań pe nevesaat a reont anezho evit bezań gant gizioł a vremań. Er mod-se eo bet kavet endro ar c'hoari kilhoł kozh a oa kavet en dielloł, hag hiziv vez c'hoariet adarre e Bro Leon hag er skolioł ivez. Ar gouren ivez zo en em graet diouzh an ugentved kantved gant e aozadur nevez savet bremań 15 vloaz zo. Ar c'haloj hag ar bouloł o deus kemeret memes hent, re all a deu da heul.
An dra-se zo kaoz eo bet kemeret gant Parlamant Europa diskoulmoł ha merkadoł da bediń "Kuzul Europa" da ziazezań ur programm ispisial da gas war raok ar sportoł rannvroel hag hengounel.

Ur chańs evit hor Bro :

Chańs hon eus ni e Breizh, kaout maread ar c'hoarioł hag ar sportoł hengounel bev mat, c'hoarioł enebiń, c'hoarioł ampartiz, c'hoarioł skipailh. An darn vrasań eus ar strolladoł pe ar c'homiteoł a ren anezho a zo stag ouzh ar c'hengevredad Falsab pe a labour gantań ingal.
A drugarez d'ul labour enklask graet gant skipailh ar sportoł hag ar c'hoarioł e Skol Uhel ar Vro, ez eo bet krouet binvigi labour : levrioł, filmoł, diskouezadegoł, fichennoł pedagogel. Meur a hini all a zo war ar stern. Evel-se eo bet adwelet penn da benn an ostilhoł implijet, evit da skouer ar c'hoarioł ampartiz, da c'helled ober hervez nerzh ar vugel hep cheńch ar reolennoł diazez, nag ar mont endro. Da lavaret eo, memes ma vez c'hoariet gant un ostilh disheńvel, ur bugel a c'hell heuliań abadenn e dad-kozh pa vez o c'hoari, hep merzout an diforc'h rak an niver a boentoł gounezet a vo kazi ezel.

Er skolioł :

Doareoł nevez zo bet lakaet e plas er bloavezhioł tremenet. Evel-se abaoe 1996 vez graet abadennoł dizoleiń e meur a skolioł e Breizh-Izel. Berzh o deus graet, ha gant plijadur eo bet degemeret dre gustum ar c'hoarioł ha sportoł hengounel gant ar vugale, o zud hag ar skolaerien.
Ouzhpenn-se, broudań a ra ivez an deskadurezh stad, abaoe 1992 en e brogrammoł "les cycles ą l'école primaire" implij ar c'hoarioł hengounel ha re ar ranvro.
Prederiań da reiń un anaoudegezh verr d'ar gelennerien da zont a vefe da ober zoken. Lod eus ar skolioł meur e bro Spagn hag e bro Danemark a ra an dra-se dija. Diouzh e du, ar c'hengevredad Falsab en deus aozet stummadurioł evit ar gelennerien.


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE 
falsab.noyal@wanadoo.fr