Talvoudegezh ar c'hoari evit ar vugale :

Lakaet eo bet anat, e oa ar c'hoarioù hag ar sportoù, un dra ret e deskadurezh ar bugel, dre ma harpont d'e zigeriñ. Sikour a reont ivez da zizoleiñ talvoudegezhioù a vo ret dezhañ kaout evit e oad gour evel mont en tu all d'e nerzh, ar spered skipailh, an unaniezh pe c'hoazh bezañ ur c'hoarier honest.
Harpañ a reont ivez, ar sportoù hag ar c'hoarioù, ar bugel da anevezout ha da vestroniañ e gorf, en ur ziorren e ampartiz hag an tuadur. Ar c'hoarioù hengounel a laka ivez ar bugel da bakañ meiziadoù ret, evel kontañ, kompren da betra servij kontañ, pe c'hoazh kreskiñ e spered strategiezh.

Perak dibab ar c'hoarioù hag ar sportoù hengounel ?

Ezhomm en deus ar bugel, Kaout spisverkoù sevenadurel stag eus e endro, ha liammet gant e familh. Anaoudegezh ar c'hoarioù hengounel a zo un doare da zerc'hel an darempredoù etre ar rummadoù tud, ul liamm diaes awalc'h da gaout abalamour d'an diforc'h interestoù a zo etre an dud er bed a-vremañ. Setu perak e c'heller en em c'houlenn c'hoazh ma vez degaset c'hoazh gant ar sportoù a-vremañ, an talvoudegezhioù denel int sañset reiñ.
Ar bras eus ar c'hoarioù hag ar sportoù hengounel zo deuet (e Breizh) eus ar maezioù hag e bal a oa liammañ ha kempouezhañ an daremprediñ. C'hoarioù ar rannvroiù, n'int ket bet gwasket gant ar mediaoù. Evit ar blijadur vez c'hoariet gant ar vugale ha pas evit tennañ eus un den brudet. Gwelout a reer an dra-se war ar spered c'hoari. Forzh piv a c'hell bezañ maout un devezh rak kevezerezh zo en dra ret en holl sportoù, met gant un dro spered disheñvel e tremen laouen.


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE 
falsab.noyal@wanadoo.fr