C'hoarioù ampartiz

Kilhoù Kozh
Kilhoù Bro Leon
Kilhoù Bihan pe "Birinig"
Kilhoù Plogastell-Sant-Jermen
Kilhoù Moel
Galoj ar Vro-Vigoudenn
Galoj war biltos
Paledoù war douar
Paledoù war blankenn
Paledoù war hent
Boultenn
"Patigo" peToull ar C'hazh
Bouloù (mode Breizh)

C'hoarioù enebiñ
Doare gouren
Bazh Yod
Bazhig Kamm
Sachañ war ar gordenn
Redadeg ar miliner

Ar fichennoù a zo da werzhañ 40 Lur

Orin : Dizoloet eo bet ar c’hoari-mañ e Moel,anezhi ur vourc’h vihan en Il-ha-Gwilen. Dibar eo peogwir e vez c’hoariet gant bouloù n’int ket ront,met heñvel o stumm ouzh pennoù mell.

Doare ar c’hoari : c’hoari war wenn,enebet e vez meur a c’hoarier gant kilhoù Moel. Diskar kilhoù, disheñvel o zalvoudegezh, evit kaout an niver brasañ a boentoù, eo zo d’ober.

Tachenn : tachenn stabilaet, plat kentoc’h.

Dafar :
-9 c’hilh,disheñvel o ment,zo skrivet ur sifr a glot gant o zalvoudegezh (a 1 da 9) war benn pep hini anezho.
-9 "boul " bep a doull bizied ha bep a doull biz-meud enno.

Ober pouezusañ : bannañ resis, gant ampartiz, d’ar gwenn.

KREGIÑ A RA AR C’HOARI : Tennet e vez d’ar blouzenn verr ar c’hoarier kentañ a ya da gemer plas war an alf.

MONT EN-DRO AR C’HOARI : an 9 boul a vez taolet an eil war-lerc’h eben gant pep c’hoarier. Etre pep bannadenn e vez sammet an niver a boentoù graet hag adlakaet pep kilh en he flas. Pa vez diskaret ur gilh hec’h-unan e talvez evit an niverenn zo skrivet warni. Ma’z eo skarzhet kuit ar gilh vihanañ en tu all d’ar renkennad kentañ, hep lakaat kilh ebet all da gouezhañ e talvez 10 poent. Ma kouezh kilhoù all a-gevret, e talvez pep hini anezho evit ur poent nemetken.

Echuiñ a ra ar c’hoari : lpa’z eo bet taolet e 9 boul gant ar c ’hoarier diwezhañ. Gounezet eo gant ar c’hoarier en deus ar muiañ a boentoù.

Evezhiadennoù pedagogel : pouezus eo lakaat an hed etre ar c’hilhoù hag an alf da glotañ gant oad ar c’hoarierien (6 m evit an oadourien).


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE
falsab.noyal@wanadoo.fr