C'hoarioù ampartiz

Kilhoù Kozh
Kilhoù Bro Leon
Kilhoù Bihan pe "Birinig"
Kilhoù Plogastell-Sant-Jermen
Kilhoù Moel
Galoj ar Vro-Vigoudenn
Galoj war biltos
Paledoù war douar
Paledoù war blankenn
Paledoù war hent
Boultenn
"Patigo" peToull ar C'hazh
Bouloù (mode Breizh)

C'hoarioù enebiñ
Doare gouren
Bazh Yod
Bazhig Kamm
Sachañ war ar gordenn
Redadeg ar miliner

Ar fichennoù a zo da werzhañ 40 Lur

Orin : Tad-kozh ar C’hilhoù Kozh eo ar c ’hoari-mañ.

Doare ar c’hoari : C’hoari war wenn, enebet e vez daou c’hoarier pe daou skipailh an eil ouzh egile gant kilhoù Plogastell-Sant-Jermen. An dalc’h zo tapout 36 poent, hep mont en tu all d’ar sifr-mañ biken.

Dafar : An hevelep hini hag hini ar C’hilhoù Kozh,nemet ar merkoù.

Ober pennañ : Bukañ ha tizhout ar c’hilhoù a glot gant an niver a boentoù a glasker ober.

Mont en-dro ar c’hoari : Pep c’hoarier (pe skipailh) en deus tri bann d’ober, pep hini d ’e dro. Ret eo bezañ ar c’hentañ oc’h ober 36 poent en doare-se :

•Arabat d’ar voul ruilhal, rankout a ra en em gavout war-eeun war ar gilh (hep dazlammat).

•Pa gouezh 2 gilh pe muioc’h a-gevret,e talvez 1 poent pep kilh, a-hend-all e talvez 1 poent ar re vihan pe ar «bidouchoù », 5 poent ar re grenn pe «kilhoù kar », ha 9 foent an hini gozh pe « mamm-gozh ».

•Adlakaet e vez ar c’hilhoù en o sav goude div vannadenn.

• Neb a dap ouzhpenn 36 poent a ziskenn raktal da 18 poent.


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE
falsab.noyal@wanadoo.fr