Orin : patigo pe «toull ar chazh », an anv-se a ra dave dan toull a vez kavet e traoñ an dorioù evit aesaat monedone ar chizhier diouzh an noz.
Doare ar choari : anv zo eus ur choari war wenn ma tle pep choarier lakaat e voul da ruilhal a-raok he lakaat da dremen dre doull ur plankenn staget ouzh al leur. Evit-se ez aio pelloch-pellañ diouzh a ar gwenn. 10 bannadenn a vo gant pep hini.
Tachenn : An dachenn (disglavenn,porzh skol,leton...), plat dre vras,a zle lezel ar voul da ruilhal mat. Adal 1 metrad diouzh ar plankenn e vez treset linennoù emlechiañ bep metrad war al leur.
Dafar : ret eo kaout ur voul hag ur plankenn, toullet ennañ un hantergelch brazikoch e dreuzkiz eget hini ar voul. Lakaet eo war al leur ha dalchet gant pevar fikerom pe pezhioù all.
Obererezh pennañ : bannañ resis, ouesk ha gant nerzh zoken.
Kregiñ ar choari : Mont a ra an hini zo bet tennet ar blouzennig gantañ er par.
MONT EN-DRO AR CHOARI : Teuler a ra pep choarier e voul gentañ adal ur metr diouzh ar plankenn. Evit ma vefe talvoudus ar vannadenn ez eo ret dar voul mont penn-da-benn a-dreuz an toull. 5 pe 10 bannadenn zo gant pep choarier. Hemañ a gil betek ar merk da heul, bep tro meo deuet a-benn da lakaat e voul da dreuziñ an toull. A-hend-all e vann e voul betek ober berzh pe betek e zekvet bannadenn.
ECHUIÑ A RA AR CHOARI : peo bet bannet e voul dek gwezh gant pep hini.Gounezet en deus an hini kentañ zo deuet a-benn da vannañ ar pellañ pe an hini zo bet merket ar muiañ a boentoù gantañ.
Doareoù all da c hoari :
1) Gounezet en deus an hini zo deuet a-benn da vannañ betek 5 metrad diouzh ar plankenn, neo ket bevennet an niver a vannadennoù.Ar renkadur zo graet goude hervez urzh war zigresk an hedoù tizhet gant pep choarier.
2) 10 bannadenn zo gant ar choarier evit tizhout an niver a boentoù lakaet e deroù an abadenn (da skouer :bezañ an hini kentañ o tizhout 45 poent). Pep hed a dalvez evit un niver bennak a boentoù.
| 1 metrad |
2 vetrad |
3 metrad |
4 metrad |
5 metrad |
| 2 boent |
4 foent |
6 poent |
8 poent |
10 poent |
EVEZHIADENNOÙ PEDAGOGEL :
Aozañ an hed etre al linennoù-bannañ a chell bezañ graet, hervez oad ar vugale evit o luskañ gwelloch (ar choari evit an oadourien vo lochet da 3 m diouzh ar plankenn evit mont betek 10 m).
|