Orin : Choari hengounel eus Gwalarn Kreiz Breizh. Choariet e vez hiziv an deiz e diabarzh an trichorn Gourin-Karaez-Rostrenenn.
Doare ar choari : choari war wenn ma vez enebet daou choarier pe daou skipailh.Tro-ha-tro e choari ar choarierien; ganto ez eus daou baled a vez bannet an eil war-lerch egile. Klasket e vez tostaat diouzh ar gwellañ eus ar pinoe zo gwenn e liv pe zo bet lakaet war un tamm paper gwenn (ar mestrig).
Tachenn : daou bern douar, glebiet diwar-chorre a-benn resev ar pinoe hag ar paledoù all.
Dafar : -2 baled e-tro 140 g o fouez,5.5 cm o zreuzkiz, 0.8 cm o zevder.
-2 vern douar gleb pe, a zo gwelloch, 2 vern pri un tammig war-draoñ (evit gwelet ar choari) ; gant 2 vern douar ne vez ket kollet amzer da vont ha dont.Dre maz int gleb e c hell ar paledoù chom el lech maz int kouezhet.
Obererezh pennañ : bannañ ouesk ha resis war wenn.
KREGIÑ A RA AR CHOARI : tennet d ar sord e vez ar choarier a grog ganti.
MONT EN-DRO AR CHOARI : bannet e vez e daou baled lerch-ouzh-lerch gant pep choarier pe gant un ezel eus pep skipailh. Da choude ez eo tro un ezel all eus ar skipailh koll (da c houzout eo an hini n en deus ket lakaet e baled pe e baledoù an tostañ dar pinoe),hag all.
ECHUIÑ A RA AR CHOARI : echu eo ar choari paz eo bet bannet e zaou baled gant ar choarier diwezhañ.Gounezet eo gant ar choarier pe ar skipailh en deus lakaet an niver brasañ a baledoù an tostañ dar pinoe.
EVEZHIADENNOÙ PEDAGOGEL : ret eo lakaat an hed bannañ da glotañ gant oad ar vugale.17 m eo an hed etre an daou vern douarn evit an oadourien. Evit ma vefe aesoch da brientiñ hag evit ma koustfe marchadmatoch ar choari ez aliomp achanoch da implijout paledoù evit choari war blankenn a vez kavet aes a-walch da brenañ.
|