C'hoarioù ampartiz

Kilhoù Kozh
Kilhoù Bro Leon
Kilhoù Bihan pe "Birinig"
Kilhoù Plogastell-Sant-Jermen
Kilhoù Moel
Galoj ar Vro-Vigoudenn
Galoj war biltos
Paledoù war douar
Paledoù war blankenn
Paledoù war hent
Boultenn
"Patigo" peToull ar C'hazh
Bouloù (mode Breizh)

C'hoarioù enebiñ
Doare gouren
Bazh Yod
Bazhig Kamm
Sachañ war ar gordenn
Redadeg ar miliner

Ar fichennoù a zo da werzhañ 40 Lur

Orin : C’hoari eus Kreiz Breizh.C’hoariet e vez e bro Bondivi hag he zro-war-droioù. Abaoe en tu hont d’ur c’hantved ez eus eus ar c’hoari paledoù war hent.

Doare ar c ’hoari : War an hent e vez c’hoariet. Enebet e vez ur c’hoarier ouzh unan all pe ouzh meur a hini a-enep an hevelep niver a eneberien.Ar c’hoari hiniennel a vez c’hoariet gant pep a dri faled. Pa vezer daou-ha-daou pe tri-ha-tri e vez c’hoariet gant daou baled pep hini. Klasket e vez tostaat ar muiañ ar gwellañ d’ar mestr hag er c’helc’h.Ma ya ar mestr er-maez eus ar c’helc’h e vo ret kregiñ ar c’hoari an taol en-dro.

Tachenn : treset e vez daou gelc’h, pe kroazioù keltiek, 50 cm o zreuzkiz da 9 metrad an eil diouzh egile (c’hoari evit an dud gour : 15 metrad). E-kreiz ar c’helc ’h emañ ar mestr. War un hent e vez c’hoariet.

Dafar : daou baledig 3 cm o zreuzkiz hag 1 cm kant dezho; paledoù bras 350 g o fouez,6 cm o zreuzkiz ha 1.3 cm kant dezho. E dir eo ar paledoù bras (e houarn-teuz, bihanoc’h ha skañvoc’h e oant gwezhall).

Obererezh pennañ : bannañ ar paledoù an tostañ ar gwellañ d’ar mestr hag er c’helc’h.

Kregiñ a ra ar c’hoari : goude bezañ tennet d’ar sord ar c ’hoarier pe ar skipailh a grogo.

Mont en-dro ar c ’hoari : Ar c’hoarier pe c’hoarier kentañ pep skipailh a vann e baled an tostañ ar gwellañ d’ar mestr, ha neuze ez adkrog. Kenderc’hel da c’hoari a ra ar skipailh ar pellañ diouzh ar mestr keit ha ma ne vo ket merket ar poent gantañ, hag all.

Echuiñ a ra ar c’hoari : pa vez tizhet 12 poent gant ur c’hoarier pe ur skipailh.

Evezhiadennoù : heñvel eo ar c’hoari paledoù war hent evit ar vugale pe an oadourien; koulskoude, hervez an oadoù, e c’heller adaozañ an hed etre an daou gelc’h. Dafar ar c’hoari paledoù war douar a c’hell bezañ implijet evit ar c’hoari-se.


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE
falsab.noyal@wanadoo.fr