C'hoarioù ampartiz

Kilhoù Kozh
Kilhoù Bro Leon
Kilhoù Bihan pe "Birinig"
Kilhoù Plogastell-Sant-Jermen
Kilhoù Moel
Galoj ar Vro-Vigoudenn
Galoj war biltos
Paledoù war douar
Paledoù war blankenn
Paledoù war hent
Boultenn
"Patigo" peToull ar C'hazh
Bouloù (mode Breizh)

C'hoarioù enebiñ
Doare gouren
Bazh Yod
Bazhig Kamm
Sachañ war ar gordenn
Redadeg ar miliner

Ar fichennoù a zo da werzhañ 40 Lur

Orin : a-orin eus Il-ha-Gwilen,c ’hoariet-tre e vez en departamant-se c’hoazh.

Doare ar c’hoari : enebet e vez daou skipailh gant ar c’hoari war wenn-se.Pep c’hoarier (2 ouzh 2), pevar faled gantañ,a c’hoari d’e dro; dezhañ da dostaat ar gwellañ eus ar "mestr " lakaet war ur plankenn koad.

Tachenn : tachenn blat ha stabilaet a vez lakaet ur plankenn koad warni.

Dafar : 1 plankenn koad pupli ha pevar faled, houarn-teuz.

Obererezh pennañ : bannañ ouesk war wenn (ar mestr).

KREGIÑ A RA AR C’HOARI : e-kreiz ar "plankenn" e vez lakaet ar mestr. Bannañ a ra ur c ’hoarier eus ar skipailh kentañ e baled, ha neuze ez eo tro d’ur c’hoarier eus an eil skipailh.Dibab a ra an hini zo an tostañ e baled d ’ar mestr e genc’hoarier kentañ, ha neuze ez eo tro d’ar c ’hoarier all, hag all. Bannañ a ra ar skipailh kentañ ar mestr war ar plankenn. Ma vez c ’hwitet 3 gwezh e vo tro d’an eil skipailh d ’e vannañ.

MONT EN-DRO AR C’HOARI : goude d’ar c’hoarier kentañ bezañ bannet ar mestr e vann daou baled lerc ’h-ouzh-lerc’h.Ha neuze e stag c ’hoarier an eil skipailh ganti; bannañ a ra daou baled d ’e dro. Ar c ’hoarier da heul a vo eus ar skipailh a goll; ur skipailh a c’hoari keit ha ma n’eo ket mestr. Ma vez skarzhet ar mestr kuit diwar ar plankenn e-pad ar c’hoari e kroger ar c’hoari en-dro. Ar poentoù nemeto a gont eo ar re dostañ d’ar mestr. D’an abadenn war-lerc’h e vez bannet ar mestr gant an hini zo bet gounezet gantañ an abadenn gent.

ECHUIÑ A RA AR C’HOARI : pa vez tizhet 12 poent gant unan eus an daou skipailh.

EVEZHIADENNOÙ PEDAGOGEL : pouezus eo lakaat an hed bannañ da glotañ gant oad ar vugale. 5 m eo evit an oadourien.


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE
falsab.noyal@wanadoo.fr