C'hoarioù ampartiz

Kilhoù Kozh
Kilhoù Bro Leon
Kilhoù Bihan pe "Birinig"
Kilhoù Plogastell-Sant-Jermen
Kilhoù Moel
Galoj ar Vro-Vigoudenn
Galoj war biltos
Paledoù war douar
Paledoù war blankenn
Paledoù war hent
Boultenn
"Patigo" peToull ar C'hazh
Bouloù (mode Breizh)

C'hoarioù enebiñ
Doare gouren
Bazh Yod
Bazhig Kamm
Sachañ war ar gordenn
Redadeg ar miliner

Ar fichennoù a zo da werzhañ 40 Lur

DOARE GOUREN, GANT AN DOUARN STARDET Orin : Kozh-Noe eo ar gouren. Brudet-kaer e oa gourenerien Breizh en-tu all da harzoù Frañs. Heñvel-tre e oa doareoù Gouren Breizh ha Gouren Kernev-Veur.

Doare ar c’hoari : c’hoari ma vez ar c’hourenerien krog-ouzh-krog, enebet e vez div hinienn. Klask a ra pep gourener en e sav lakaat e gevezer da gouezhañ war e gein (LAMM). N ’eus emgann ebet war al leur.

Tachenn : ur pallenn gouren pe ne vern peseurt pallenn a zistroñs al lammoù.

Dafar : un Tee-shirt hag ur bragoù-berr.
Obererezh pennañ: bountañ, sachañ, kouezhañ, dibradañ, derc’hel.

KREGIÑ A RA AR C’HOARI : Keñver-ha-keñver,diarc’hen,e vez touet le gant ar c’hourenerien e brezhoneg hag e galleg. Stardañ o dorn hag en em vriata 3 gwezh a ra an daou gevezer.

Al le e brezhoneg : M’en tou da c’houren gant lealded, hep trubarderezh na taol fall ebet, evit ma enor ha hini ma bro, e testeni eus ma gwiriegezh, hag evit heuliañ giz vat ma zud-kozh, kinnig a ran d’am c’henvreur ma dorn ha ma jod.

Al le : Je jure de lutter en toute loyauté, sans traîtrise et sans brutalité, pour mon honneur et celui de mon pays, en témoignage de ma sincérité, et pour suivre la coutume de mes ancêtres, je tends à mon émule ma main et ma joue.

Mont en-dro ar c ’hoari : Gouren a reer en e sav nemetken. Pakañ a ra ar c’hourenerien korf-bras o c’hevezer gant o daouarn,en hevelep mod o-daou.Stardañ a reont o daouarn e kein o eneber gant o bizier krog-ha-krog.
Setu an doare da lakaat e zivrec ’h: lakaat a ra pep gourener e elgez war skoaz dehoù e enebour,da c’houde e tremen e vrec’h kleiz dindan brec’h dehoù ar gourener all.E vrec’h all a dremen en tu all da benn e gevezer.
E-giz-se en em laka ar c’hourenerien; rankout a reont gortoz, hep diblasañ, urzh an tredeog evit kregiñ ganti :«Gourenit».
Ne c’hall an divesker bezañ taget nemet gant an divesker. Adal m’eo krog an emgann o deus ar c’hourenerien ar gwir da dreiñ ha d’en em lakaat diouzh un tu pe egile evit ober krafoù keit ha ma ne zistagont ket o daouarn.
Goude pep kouezhadenn e rank ar c’hourenerien stardañ o dorn. Arabat reiñ taolioù pe bezañ gouez. Null ha difennet groñs eo pep oberenn kaset pe graet e-maez leurenn an emgann.

Echuiñ a ra ar c’hoari : divizet e vez reiñ gounid an emgann d’an hini a vez gounezet tri c’hrogad gantañ, nemet e vefe lakaet e eneber war e blankennoù-skoaz,hep d’e feskennoù stekiñ ouzh al leur, ar pezh a laka da c’hounit diouzhtu.
Lakaat an eneber war e gein eo ar pal da dizhout. Koulskoude, ma n’eo ket peurvat ar gouezhadenn ha m’eo kouezhet an eneber war e benndaoulin pe war e gostez, hag all...e vez kontet an disoc’h, met ret eo gounit daou grogad all. Rak-se, koll eo an emganner a stok ouzh al leur da gentañ.

EVEZHIADENNOÙ PEDAGOGEL : Pouezus eo d’ar c’hourenerien tennañ kuit o bravigoù, teuler evezh ma vo naet o c’horf ha ma vo berr o ivinoù, mirout na vefe ket muioc’h eget 5 kg etre pouez an daou c’hourener. Ret eo teuler evezh evit abegoù surentez, e heuilhfe mat ar banner lamm e eneber hag e tispegfe e zaouarn da vare ar gouezhadenn.


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE
falsab.noyal@wanadoo.fr