C'hoarioù ampartiz

Kilhoù Kozh
Kilhoù Bro Leon
Kilhoù Bihan pe "Birinig"
Kilhoù Plogastell-Sant-Jermen
Kilhoù Moel
Galoj ar Vro-Vigoudenn
Galoj war biltos
Paledoù war douar
Paledoù war blankenn
Paledoù war hent
Boultenn
"Patigo" peToull ar C'hazh
Bouloù (mode Breizh)

C'hoarioù enebiñ

Doare gouren
Bazh Yod
Bazhig Kamm
Sachañ war ar gordenn
Redadeg ar miliner

Ar fichennoù a zo da werzhañ 40 Lur

Orin : Ken abred hag an XIvet kantved e vez kavet roudoù eus ar c’hoari-mañ. C’hoariet e voe dreist-holl e Su Penn-ar-Bed hag e Gwalarn ar Mor-Bihan.Bremañ e vez c ’hoariet e Hanternoz Penn-ar-Bed.

Doare ar c’hoari : c’hoari war gwennoù,enebet e vez daou c ’hoarier pe daou skipailh an eil ouzh egile. Ar pal zo merkañ an niver brasañ a boentoù. Bannañ a ra ar c’hoarier e 5 boul lerc ’h-ouzh-lerc ’h war ar c’hilhoù, ha neuze e laosk unan all da c’hoari en e blas.

Tachenn : en alezioù, hentoù douar...un dachenn gompez zo gwelloc’h.

Dafar : 9 c’hilh koad mentoù disheñvel dezho (1 vras, 4 c ’hrenn, 4 vihan). En un hirgarrezenn, tu strizh a-dal d’ar c’hoarierien, e vezont lakaet.

Framm : unan ouzh unan,daou ouzh daou.

Ober pennañ : prientiñ e vannadenn, bukañ ha tizhout ur gwenn resis-tre (an hini gozh).

KREGIÑ A RA C’HOARI : Ar c’hoarier, tennet gantañ ar blouzennig, a ya da gemer e blas war al linenn treset war al leur (an alf).

MONT EN-DRO AR C’HOARI : Teuler a ra ar c’hoarierien o 5 boul lerc’h-ouzh-lerc’h. Pep hini a rank lakaat ar voul da ruilhal ur metr da nebeutañ dirak ar c’hilhoù. Pep kilh a rank bezañ diskaret hec’h-unan evit kaout he zalvoudegezh, da c’houzout kilh ar c ’hreiz : 9 foent ;ar re grenn : 5 poent ;ar re vihan : 1 poent. Ma kouezh meur a gilh a-gevret,ne dalvez mui pep hini anezho nemet 1 poent. N ’eus nemet an «hini gozh «(an hini vras e-kreiz),mar kouezh, a c’hell bezañ adlakaet en he sav etre pep bannadenn.

ECHUIÑ A RA AR C’HOARI : Ar maout a ya gant ar c’hoarier pe ar skipailh zo an niver brasañ a boentoù dezhañ goude bezañ graet ar 5 bannadenn aotreet.
Doare all da c’hoari :ur marc ’had a vez graet etre ar c’hoarierien. Ret eo dezho tizhout an niver a boentoù bet divizet ganto. Ar maout a ya gant an hini a dizh anezhañ pe zo an tostañ dezhañ.

EVEZHIADENNOÙ PEDAGOGEL : Pouezus eo kemmañ an dafar, an hed etre ar c’hoarierien hag ar c’hilhoù hervez oad an dud. Bannet e vez ar bouloù da 5.50 m evit an oadourien. Ment ar c’hilhoù zo :
-ar gilh vras : 50 cm
-ar c ’hilhoù krenn : 35 cm
- ar c'hilhoù bihan : 20 cm


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE
falsab.noyal@wanadoo.fr