Dafar :
-9 chilh,dezho 18 cm uhelder, heñvel o zalvoudegezh. An hed etre pep kilh : 17 cm.-1 voul goad, 700 g he fouez ha 13 cm he zreuzkiz.
ABADENN :
-Lakaat ar voul da ruilhal war ar vriell, dezhi da gemer lañs ha da lakaat ar chilhoù da gouezhañ pa ziskenno en-dro.-Hed etre ar c hoarier hag ar gilh kentañ : e-tro 3.00 m
-3 bannadenn : *Adlakaat ar chilhoù en o flas goude pep bannadenn.
*Kontañ niver a gilhoù kouezhet goude 3 bannadenn.
*Arabat bannañ eeun war ar c hilhoù.
*Tu zo d ober ar gevezadeg dre meur a rumm bannañ.
SEVEL AN DACHENN :
-Kompezañ an takad ruilh gant ur bal-vañson. -Lakaat gobari ar chilhoù en e blas a-stur gant ul linenn eeun a dap daou benn ar vriell.
-A-dal penn pellañ ar vriell emañ ar renkennad kilhoù diwezhañ.
|