Orin : Pleustrete vez ar c'hoari-mañ e Bro-Dreger vihan, etre Plistin ha Montroulez, hag e Kerne-Uhel.
Doare ar c'hoari : C'hoari war wenn, enebet e vez meur a c'hoarier an eil diouzh egile gant ar c'haloch. Ret eo diskar ar c'haloch zo e-kreiz ar piltos.
Dafar :
- 1 piltos skoret mat
- 1 c'haloch (ur seurt hirgarrezenn goad )
- 6 paled.
Obererezh pennañ : Bannañ gant ampartiz evit diskar ur gwenn.
KREGIÑ A RA AR C'HOARI : Mont a ra ar c'hoarier, bet tennet d'ar sord, er par.
MONT EN-DRO AR C'HOARI : Taolet e vez e 6 paled gant pep c'hoarier evit lakaat ar c'haloch da gouezhañ. Bewezh ma vez diskaret ar c'haloch e vez merket ur poent gant ar c'hoarier. Klask a ra ober an niver brasañ a boentoù e-pad daou rumm bannañ, da lavaret eo gant 12 paled.
ECHUIÑ A RA AR C'HOARI : Pa'z eo bet bannet e zaouzek paled gant ar c'hoarier diwezhañ.
EVEZHIADENNOÙ PEDAGOGEL : Pouezus eo lakaat hed ar bannañ da glotañ gant oad ar vugale (9 metrad eo an hed evit an oadurien).
Ar vent erbedet evit ar paledoù eo 9 cm evit an treuzkiz evit 450 g pouez. Ar paledoù a c'heller prenañ evit an ouadourien zo 11 cm o zreuzkiz ha 900 g o fouez.
|