C'hoarioù ampartiz

Kilhoù Kozh
Kilhoù Bro Leon
Kilhoù Bihan pe "Birinig"
Kilhoù Plogastell-Sant-Jermen
Kilhoù Moel
Galoj ar Vro-Vigoudenn
Galoj war biltos
Paledoù war douar
Paledoù war blankenn
Paledoù war hent
Boultenn
"Patigo" peToull ar C'hazh
Bouloù (mode Breizh)

C'hoarioù enebiñ
Doare gouren
Bazh Yod
Bazhig Kamm
Sachañ war ar gordenn
Redadeg ar miliner

Ar fichennoù a zo da werzhañ 40 Lur

Orin : Pleustret e vez ar c'haloch dreist-holl er vro-Vigoudenn, e Su Penn-ar-bed. Pleustret e veze ar c'hoari-mañ e Breizh a-bezh (graet e veze "Pitao" anezhañ e Bro-Wened).

Doare ar c'hoari : C'hoari ampartiz ma vez enebet e vez 2 zen pe 2 skipailh. Pep c'hoarier en deus daou baled dir da deuler evit diskar ar c'haloch, warni al lipar (ruilhenn vetal). Kadoniezh ar c'hoari-mañ zo diskar ar c'haloch en doare da lakaat al lipar tostoc'h da baled an-unan eget da baled an eneber pe d'ar c'haloch. Tachenn : plat, teret pe stabilaet.

Dafar :
-1 c ’haloch,anezhi ur granenn goad lakaet e-kreiz ur groaz keltiek (poent-skej daou dreuzkiz)a vez implijet evit gouzout pelec ’h lakaat ar c ’haloch.-3 faled (ar pezhioù),pezhioù dir ront o stumm
-1 ruilhenn vetal (al lipar),heñvel un tamm mat he zreuzkiz ouzh hini ar c ’haloch.Lakaet e vez war homañ.

Ober pennañ : bannañ gant ampartiz evit diskar ar c’haloch ha lakaat ur paled an tostañ ar gwellañ d ’al lipar.

MONT EN-DRO AR C’HOARI : :C’hoarierien pep skipailh,a bep eil hag an eil war-lerc ’h egile,a gemer perzh en abadenn,en un urzh bet tennet d ’ar sord a chom bepred an hevelep hini.

2 zoare da vannañ ar paledoù :
-Dic’halochiñ :tri c’hammed a vez graet gant ar c’hoarier ha,gant e lañs,e klask diskar ar c’haloch. Pikañ :klask a ra ar c ’hoarier lakaat e baled an tostañ posubl d ’ar c ’haloch.
-Da bep tro e vez daou paled gant ar c’hoarier.Ma soñj dezhañ eo tizhet e bal gant ar paled kentañ e c ’hell tremen hep c’hoari e eil paled.
-Goude e dro e tiskouez ar c ’hoarier peseurt paled zo da vezañ miret evit servijout da zifenn (ar stank).Peurliesañ e vez miret ar paled an tostañ d ’ar c ’haloch.
-Pikañ a c’hell ar c’hoarier ober gant e zaou baled; ne c ’hell dic’halochiñ en ur ober tri c’hammed nemet gant ur paled, an hini kentañ, ma n’eus paled ebet e difenn gant e eneber.
-Evit merkañ poentoù, ez eo ret d ’ar c’haloch bezañ bet diskaret.Termenet eo gounezer ar poent gant plas al lipar e-keñver ar paledoù hag ar c’haloch. Gounezet eo gant an hini tostañ ha ma ’z eo ar c’haloch e talvezo al lipar ur poent ouzhpenn evit an dro da heul.

ECHUIN A RA AR C’HOARI : pa vez tizhet 15 poent gant ur c’hoarier pe ur skipailh (e-pad ur gevezadeg)pe hervez un amzer merket (da skouer 20 mn).

HED : Gallout a ra kemm an hed etre ar c’haloch hag ar par hervez oad ar c ’hoarierien : e-tro 9 c’hammed « reizh » pe 6 metrad evit ar vugale etre 9 ha 10 vloaz..


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE
falsab.noyal@wanadoo.fr