|

Orin : C'hoariet e vez e Kerne (Su Penn-ar-bed) hag e Bro-Dreger (Aodoù-an-Arvor) dreist-holl.
Doare ar c'hoari : Ur c'hoari war wenn ma vez enebet meur a c'hoarier eo ar boultenn. Ret eo merkañ an niver brasañ a boentoù o vannañ bouloù war teir boul all zo sanket en ur piltos koad.
dafar:
- 1 piltos, 3 merk toullet war e c'horre (dispartiet an eil diouzh egile dres gant hed ur voul); enno e vez lakaet ar bouloù. Sanket ha skoilhet mat en douar eo lakaet ar piltos en he hed a-dal d'ar c'hoarierien.
- 9 boul.
Obererezh pennañ :Bannañ ouesk, gant nerzh zoken evit tennañ ar bouloù kuit.
Kregiñ a ra ar c'hoari : Pa'z eo bet tennet d'ar sord e laka ar c'hoarier e droad e par. Mont en-dro ar c'hoari : 6 bannadenn a vez graet gant pep c'hoarier. Ret eo dezhañ tennañ ar bouloù kuit hep d'ar voul bet bannet gantañ stokañ an douar. En doare-mañ e vez kontet ar poentoù : pa vez kaset kuit ur voul e vez roet ar poent pe ar poentoù a glot gant talvoudeg ar voul skarzhet ; pa vez kemeret plas ar voul kaset kuit gant ar voul bet bannet e vez daougementet poentoù he zalvoudegezh : o c'houzout e talvez daou boent ar voul greiz, ar Vigoudenn hec'h anv, tra ma talvez ur poent an div voul all. Ne vez ket adlakaet en he flas ur voul kaset kuit en un doare direizh (goude d'ar voul bannet bezañ dazlammet war an douar). Bez'ez eus un dro dibar evit a sell ouzh ar "Vigoudenn" : ma vez tennet kuit en un doare direizh a-ziwar ar piltos e vo adlakaet hec'h-unan pa vo bet kaset kuit an div voul all gant ar c'hoarier.Ur wezh ma vo-hi bet kaset kuit en un doare reizh e vo adlakaet an holl vouloù en o flas ma chom bouloù da vannañ gant ar c'hoarier c'hoazh. An "Adsav a vez graet eus ar fed tennañ kuit an holl vouloù a-ziwar ar piltos.
Echuiñ a ra ar c'hoari : P'eo bet graet e 6 bannadenn gant pep hini. Ar maout a ya gant an hini en deus bet ar muiañ a boentoù.
Evezhiadennoù pedagogel : Pouezus eo aozañ an hed etre ar c'hoarier hag ar bouloù, pouez ar voul ha oad ar bugel (evit un oadour : hed 8.50m ha pouez ar voul sintetek bremañ, etre 950 ha 1050 g).
Evit aozañ aesoc'h an traoù ez erbedomp deo'ch implijout bouloù pétanque e dir.
|