|

Orin : C'hoariet e vez gant bouloù plomet Breizh e norzh Penn-ar-bed, e korn-bro Montroulez pe Bro-Dreger.
Doare ar c'hoari : Gant ar c'hoari war wenn-se eo mont an tostañ ar gwellañ d'ar mestr en ur lakaat e voul da ruilhal zo d'ober. Ar pemp kranenn plom sanket er voul a laka anezhi da dreiñ pa vez o koll tizh
Tachenn : Ur hirgarrezenn, en-dro dezhi plankennoù pe riblennoù a ya d'ober an dachenn pe an alez. Plaen ha levn eo he gorread, graet gant traezh munut-tre peurliesañ. Tu zo da derkañ un dachenn e diabarzh ur sal o lakaat ur pallenn moketenn war ar plañchod.
Dafar :
- 2 voul goad kalet pe blastik kalet-tre, enno 5 plomenn lalaet a-serzh.
- Ur mestr.
Framm : C'hoariet e vez an abadennoù gant skipailhoù 2,3 pe 4 c'hoarier.
Obererezh pennañ : Bannañ pizh ha ouesk war ur gwenn.
KREGRIÑ A RA AR C'HOARI : Tennet e vez d'ar sord ar skipailh a vanno ar mestr. Dre ret e ranko ar mestr mont en tu all da greiz an alez ha bezañ ur metrad diouzh ar riblennoù da nebeutañ. Ma vez c'hwitet teir gwezh lerc'h-ouzh-lerc'h gant ar c'hoarier e vo tro d'ar skipailh enep d'en ober.
MONT EN-DRO AR C'HOARI : Goude bezañ bannet ar mestr e vann ar c'hoarier e voul gentañ. Ha neuze e kemer perzh c'hoarier ar skipailh all en abadenn. Ar c'hoarier da heul a vo unan eus ar skipailh a vo e voul ar pellañ diouzh ar mestr. Derc'hel a ra ur skipailh da c'hoari keit ha ma ne vez ket mestr. Ar c'hoarierien zo ret dezho lakaat o boul da ruilhal pe dre vukañ a-benn lec'hian anezhi mat, pe dre dennañ evit dilec'hiañ ur voul enep ha n'eo ket dre bokañ evel ma vez graet er "pétanque. Ma vez stoket foñs riblenn an dachenn gant ur voul bet bannet pe bountet e vez tennet kuit eus ar c'hoari kerkent. Ma vez kaset ar mestr e-pad an padenn da stokañ ouzh riblenn ar foñs eo nullet ar c'hoari ha daou boent zo roet d'ar skipailh n'en deus ket graet ar fazi.
ECHUIÑ A RA AR C'HOARI : Pa'z eo tizhet 12 poent gant unan eus ar skipailhoù.
EVEZHIADENNOÙ PEDAGOGEL : Pouezus eo lakaat treuzkiz ar voul ha hed ar vannañ da glotañ gant oad ar vugale.
Evit aozañ aesoc'h an traoù ez eo aliet-start implijout an hevelep bouloù ha re ar c'hilhoù Kozh.
|