C'hoarioù ampartiz

Kilhoù Kozh
Kilhoù Bro Leon
Kilhoù Bihan pe "Birinig"
Kilhoù Plogastell-Sant-Jermen
Kilhoù Moel
Galoj ar Vro-Vigoudenn
Galoj war biltos
Paledoù war douar
Paledoù war blankenn
Paledoù war hent
Boultenn
"Patigo" peToull ar C'hazh
Bouloù (mode Breizh)

C'hoarioù enebiñ
Doare gouren
Bazh Yod
Bazhig Kamm
Sachañ war ar gordenn
Redadeg ar miliner

Ar fichennoù a zo da werzhañ 40 Lur

Dafar :
- Ur c'hased koad 80 X 50 cm gant ur banell e-kreiz evit lakaat ar c'hilhoù.
- Ur wern biñset ouzh ur bord, ouzh he beg ur gordennig a dalvez da zerc'hel ur voul goad.
- A-drugarez d'ur c'hlud-ruilh e tro ar gordennig. Reizhet eo hirder ar gordennig evit ma ne stokfe ket ouzh ar c'hased hag evit ma c'hellfe diskar ar c'hilloù koulskoude.
- 9 c'hilh da lakaat war ar bladenn.

REOLENNOÙ AR C'HOARI : Ret eo bannañ ar voul adal korn a-dreñv ar wern evit diskar ar muiañ a gilhoù a c'heller. Ar c'hoari zo evit ar skipailh pe ar c'hoarier, tizhout 101 poent (pe 51 poent ) da gentañ. Bep tro en deus ar c'hoarier 3 bannadenn diouzh renk d'ober.
Ur poent eo talvoudegezh pep kilh; ar re-mañ ne vezont adlakaet en o sav nemet ma'z int kouezhet holl a-raok diwezh an 3 bannadenn.

Notenn : War un daol e vez lakaet ar c'hased ha rankout a ra pep c'hoarier adpakañ ar voul en e zorn goude pep bannadenn.


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE
falsab.noyal@wanadoo.fr