Orin : Plediñ a rae vesaerien gantañ evit dic'hourdañ o izilli hag ober un tomm dezho met displann e chom e orin...
Hendad ar sport nevez eo a vez graet horell dioutañ.
Doare ar c'hoari : C'hoari polotenn, daou skipailh o talañ an eil ouzh egile evit klask degas an horell en toull kleuziet en o c'hamp dezho.
Tachenn : Plat, dizolo, stabilaet
Dafar : Ret eo kaout ur vazh-kamm (bazh-horell hiviz) evit pep c'hoarier hag ur bellenn (horell).
Ober pennañ : Heñchañ an horell, redek, cheñch tu, cheñch tizh, kas pe adpakañ an horell...
KREGIÑ A RA AR C'HOARI : Lakaet e vez an horell e-kreiz an dachenn.Kregiñ a ra pa ve graet ur sin.
MONT EN-DRO AR C'HOARI : Izilli an daou skipailh, frankiz ganto d'en em ingalañ war an dachenn a-bezh, a glask degas an horell e toull o c'hamp dezho. E-kreizh an dachenn e reer an adkrog.Ur poent zo evit pep pal merket. Bep tro ma vez kaset an horell e-maez an dachenn e vez roet anezhañ d'an eneber a ya neuze war al linenn el lec'h end-eeun ma oa aet an horell er-maez.
ECHUIÑ A RA AR C'HOARI : Pa vez bet divizet paouez gant ar c'hoarierien.Doare all da c'hoari : tamm-ha-tamm ez eus deuet c'hemm a-bouez : hiziv an deiz n'eo ket mui lec'hiet ar pal e kamp an-unan met e hini an eneber.
Treuzfurmet eo bet ar c'hoari gant ar c'hemm-se ha tamm-ha-tamm eo deuet de vezañ ar c'hoari-horell (sport).
EVEZHIADENNOÙ PEDAGOGEL : Mat eo divizit pegeit e pado ar c'hoari hag ober diouzh ma klotfe an amzer-se gant an niver a c'hoarierien, memes tra evit an dachenn. Fur eo difenn sevel ar vazh a-us d'an daoulin ha dibradañ an horell.
|