C'hoarioù ampartiz

Kilhoù Kozh
Kilhoù Bro Leon
Kilhoù Bihan pe "Birinig"
Kilhoù Plogastell-Sant-Jermen
Kilhoù Moel
Galoj ar Vro-Vigoudenn
Galoj war biltos
Paledoù war douar
Paledoù war blankenn
Paledoù war hent
Boultenn
"Patigo" peToull ar C'hazh
Bouloù (mode Breizh)

C'hoarioù enebiñ
Doare gouren
Bazh Yod
Bazhig Kamm
Sachañ war ar gordenn
Redadeg ar miliner

Ar fichennoù a zo da werzhañ 40 Lur

Dafar :
- Ur plankenn 1,25 m x 0,15 m. Rankout a ra derc'hel en e sav ha war e hed pe en ur sankañ pikedoù a bep tu dezhañ pe en ur ouzhpennañ 2 skor a bep tu dezhañ.
- Ur vazh (troad ur rastell) 50 cm hirder ha 3 cm treuzkiz.

MONT EN-DRO AR C'HOARI :
- Enebiñ daou vugel pouez-ha-pouez pe dost. Doare kregiñ evit pep bugel : tapet krog o daouarn er vazh, o zreid harpet ouzh ar plankenn, en o c'hoazez war an douar.

Pa vez graet ur sin e sach pep bugel war ar vazh.
An hini a c'hounez eo ar bugel a sach an hini all war e du pe a redi anezhañ da ziskregiñ diouzh ar vazh.
Sachañ bepred war ar vazh kenstur ouzh ar plankenn.
Difennet e vez sachañ war e zivrec'h en un doare direizh : sachañ a ra an divrec'h a-gevret evit ma chomo ar vazh kenstur ouzh ar plankenn.

Ret eo gounit 2 grodad evit reiñ ur poent d'e skipailh.
3 c'hrogad zo d'ar muiañ. Cheñch tu da bep krogad, en ur eilpennañ lec'h an daouarn
(A a dap krog en diavaez, B er c'hreiz).

Tennet e vez d'ar sord evit ar c'hrogad diwezhañ.


©Anaximandre, 2000-2005

Confédération FALSAB, Complexe sportif, salle Artus
56920 NOYAL PONTIVY - BRETAGNE - FRANCE
falsab.noyal@wanadoo.fr